Penniliz Itron Varia Guadalupe (Mec'hiko)

Penniliz Itron Varia Guadalupe
Diabarzh ar benniliz

Ur santual katolik dediet da Werc'hez Guadalupe eo Penniliz Itron Varia Guadalupe e Mec'hiko. War torgenn Tepeyac emañ, en delegación Gustavo A. Madero, e kêr Mexico.

Ar santual katolik pouezusañ en Amerika eo, hag unan eus ar re a vez gweladennet ar muiañ, gant 20 milion a birc'hirined bep bloaz, ha 9 milion anezhe war-dro an 12 a viz Kerzu, deiz ar Virgen de Guadalupe. Div iliz a vez gweladennet : Penniliz Nuestra Señora de Guadalupe hag Azeuldi Dasprenus ar C'hrist Roue.

Enni e weler toneg Juan Diego Cuauhtlatoatzin mar deo chomet moulet skeudenn ar Werc'hez goude dezhi en em ziskouez d'ar mesaer-se.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search